Kinnig labour

ASEM hag Implijad·ez kantin : SKOL-VAMM HA KENTAÑ DEREZ

Implijer : Skol Diwan Plabenneg
Post da bourveziñ : 31/08/2020 (rak-distro-skol)
Kevrat
 : CDD/ PEC
Gopr : SMIC
Padelezh labour : 26 eur/sizhun e kerzh ar prandad skol (bloaziekek)

Doare den klasket :

  • Gouzout :
    • Brezhoneg : lennet, skrivet, komzet
    • Pennaennoù yec’herezh
    • Teknikoù c’hoarioù hag obererezhioù, anaoudegezhioù buheziñ
    • Diorren ar vugale adalek 2 vloaz (korf, spered)
  • Skiant-prenet :
    • Ambroug ar vugale evit an deskiñ war ar pemdez
    • Skoazell evit dont da vezañ emren
    • Ober ma vo ar vugale e surentez, ober gant ar reolennoù yec’hederezh ha surentez
    • Implij produioù netaat
  • Perzhioù :
    • Selaou, darempredoù aes gant an dud, hegarat
    • Labour skipailh
    • Bezañ aozet mat, enren, evezhiegezh, pasianted

Deskrivadur ar post :

Dindan kiriegezh prezidant an AEP ha gant skipailh skolaerien ar skol e skoazelloc’h ar skolaer e-kerzh an obererezhioù pedagogiezh er skol-vamm ;

  • evezhiañ ouzh ar vugale, ober war-dro yec’hederezh ar c’horf hag ar surentez ;
  • ober war dro ar predoù er c’hantin ;
  • degemer, buheziñ hag evezhiañ ouzh ar vugale war an amzer troskol ;
  • netaat ha kempenn savadurioù ar skol.

Evel implijad·ez preti e kemerit perzh e kefridi servijañ, ambroug ar gouvidi mui netaat ar c’hantin .

Fichenn amañ kevret pe da c’houlenn.
Trugarez da gas ho CV ha ho lizher emginnig da AEP skol Plabenneg.

Darempredoù :

Anne Brouard (AEP) : anne.brouard@orange.fr
pe : AEP Skol Diwan Plabenneg – strae an Aber – 29860 PLABENNEG